Sevenadurioù ha yezhoù war an Hent. Liesseurted ar sevenadurioù hag ar yezhoù war Hent Sant-Jakez a Gompostela. Pal ar raktres eo lakaat war wel pegen prizius eo sevenadurioù ha yezhoù Europa, dreist-holl ar re vihanniver. Ul lodenn eus an hêrezh vras boutin da Europa int. Kennerzhañ a ray ar raktres-mañ eskemmoù labourioù arz ha sevenadur hep soursial eus an harzoù, hag ivez an divizoù etresevenadurel etre ar rannvroioù/broioù a gemero perzh ennañ. Ar pal eo adkavout an darempredoù hag an aergelc’h etre yezhoù ha sevenadurioù liesseurt Hentoù niverus Sant-Jakez. •Dre lakaat ar birc’hirined a ya da Sant-Jakez da anavezout orin, emdroadur ha pinvidigezh ar brezhoneg hag e zarempredoù gant yezhoù all Europa, •Dre eskemm palioù, hentennoù, skiant-prenañ, disoc’hoù ha studiadennoù diwar-benn an touristerezh sevenadurel ha yezhel, evit kompren gwelloc’h ar sevenadurioù lec’hel ha rannvroel ha dreist-holl evit broudañ mennozh Europa evel un unded hag a liamm ar rannvroioù kenetrezo, •Dre vroudañ an anaoudegezh hag an titouroù war yezhoù Europa, ar re komzet hiziv an deiz pe en amzer-dremenet gant ar birc’hirined o vont da Sant-Jakez. Palioù resis ar raktres zo : - Krouiñ ur framm kenlabourat stabil evit kas war-raok sevenadur ha yezhoù Europa liammet gant Hent Sant-Jakez, - Broudañ an eskemmoù evit bodañ liesseurted ar yezhoù hag ar sevenadurioù hag ober anezho elfennoù da greñvaat brud sevenadurel Hentoù Sant-Jakez, - Lakaat liesseurted yezhel Europa da vezañ anavezet gwelloc’h. Setu an oberoù rakwelet : ar c’hendiviz "Yezhoù ha sevenadurioù Europa”, an diskouezadeg vale "Europa war Hentoù Sant-Jakez a Gompostela" (rannvroioù Europa darempredet gant ar birc’hirinded da Sant-Jakez er Grennamzer) a vo gwelet en Alamagn hag e Spagn hag ul lec’hienn Genrouedad liesyezhek war istor sevenadurel ar rannvroioù europat a zo darempredet gant Hent Sant-Jakez.