An teulioù klewelet bodet er rann Teulioù da sellet - da glevet a ginnig deoc’h ur meskad mouezhioù ha skeudennoù eus an Hent hag a ziskouez ar yezhoù, an dud, ar gweledvaoù hag an istorioù a gaver hed-ha-hed dezhañ. Gant ar birc’hirined o vont gant hent Sant-Jakez pe o tistreiñ d’ar gêr, ar re a ra war o zro ha tudennoù all eus an Hent a zeu o gouiziegezh eus o skiant-prenet pe eus o studioù, e vez roet mouezhioù ha dremmoù da istor an Hent. Pe e vefe anv eus pirc’hirinajoù graet a-hiniennoù pe a-stroll, e forzh peseurt yezh e vefe, kontañ a ra an danevelloù hag an teulioù an doareoù pennañ da implijout an Hent, ent-foran pe ent-prevez, e-ser diskouez pegen bras eo an heklev anezhañ er gevredigezh a vremañ. A-wechoù e vo selaouet ivez mojennoù, istorioù ha marvailhoù dudius a dremen gwech ha gwech all e-touez ar birc’hirined. Tro a vo da glevet ur barzhoneg pe ur bedenn, liammet ouzh an Hent hag e yezhoù, prederiadennoù ha gweledigezhioù diseurt-kaer hag a dest, pa vezont kemeret asambles, pegen bev eo ar yezhoù zo bet komzet eno abaoe an amzerioù koshañ.